Barbara Zápolya

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Barbara Zápolya
Skoed Barbara Zápolya

Barbara Zápolya (1495 – 1515) a oa pried kentañ Sigismund Iañ, roue Pologn ha Dug-Meur Lituania .

Merc'h e oa da Stefan Zápolya, un Hungarad a ouenn uhel, ha da Hedwig Cieszyn, priñsez polonat. C'hoar e oa da János Szapolyai a voe roue Hungaria.

Div verc'h he doe:

  • Jadwiga Jagiellon, pe Hedwig Jagiellonica (1513–1573), pe Hedwig von Brandenburg, (1513-1573)
  • Anna.

Mervel a reas Barbara da 20 vloaz. Beziet e voe e chapel kastell Wawel.

Addimeziñ a reas ar roue intañv d'ur briñsez italian, Bona Sforza.