Banniel ar Stadoù-Unanet
|
|
||
| Kenfeurioù | 10:19 | |
| Kod bannielouriezh | Banniel douar ha mor |
|
| Anv (pe lesanv) | Stars and Stripes, The Star-Spangled Banner, Old Glory, Red, White and Blue | |
| Degemeret e | 14/06/1777 evit an doare diazez; 1960 (04/07/1960) evit an doare a-vremañ | |
| Livioù |
██ ruz P193C ██ gwenn ██ glas P281C |
|
Banniel Stadoù-Unanet Amerika (The American Flag e saozneg), lesanvet Stars and Stripes “stered ha bandennoù”, Old Glory “gloar kozh”, ha The Star-Spangled Banner, ar “banniel steredennaouet") zo warnañ, er c'honk, 50 steredenn evit pep hini eus an 50 stad zo er vro, ha trizek bandenn a-led, ruz ha gwenn a bep eil, da zegas soñj eus an 13 stad a savas ar vro.
Istor [kemmañ]
Cheñchet e vez an niver a steredennoù er c'honk hervez an niver a stadoù ezel. Niver ar bandennoù a van digemm avat, evit degas da soñj eus an 13 stad kentañ en em unanas evit sevel ar vro nevez.
Er penn kentañ ne oa eta nemet 13 steredenn ha 13 bandenn. Ne oa urzh ebet merket evit an 13 steredenn hag a bep seurt tresadennoù a c'hallent ober (steredennoù lakaet a-gelc'h, da skouer).