Banniel an dreuzrevelezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel an dreuzrevelezh

Krouet e oa bet banniel an dreuzrevelezh gant Monica Helms diwar skwer banniel an heñvelrevelezh. Gwelet e oa bet evit ar wech kentañ en un dibunadeg lorc'h gae en Arizona (SUA) e 2000.

Implijet e vez war ar banniel-mañ al liv roz sklaer evit ober dave d'ar venelezh (liv ar merc'hed bihan ez-hengounel), al liv glas sklaer evit ober dave d'an c'hourelezh (liv ar baotred vihan ez-hengounel) hag ar liv gwenn er c'hreiz evel ul liv neptu evit ober dave d'an dud etrerevel.

Implijet e vez arouezioù treuzreviadel all ivez, da skwer ur valafenn hag ur yin ha yang livet glas sklaer ha roz sklaer.

Gwelet ivez[kemmañ]

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.