Banniel Sant Dewi

Eus Wikipedia
Banniel Sant Dewi, sant meur Kembre.

Banniel Sant Dewi (Baner Dewi Sant e kembraeg) zo graet gant ur groaz velen war ur foñs du, met kavet e veze ivez, gwechall, ur groaz du war ur foñs melen.

Implijet eo bet evel banniel Kembre, evel an "Aerouant Ruz", tre evel kroazioù all, re Sant Andrev, Sant Jorj, Sant Padrig, Sant Piran, a zo arouezioù Skos, Bro-Saoz, Iwerzhon, Kernev-Veur.