Banniel Polonia
Banniel Polonia zo ur banniel daou liv a-led, gwenn ha ruz.
War ar banniel stad, a vez implijet da aroueziañ stad Polonia en estrenvro ha war al listri kenwerzh, e weler ouzhpenn, war ar vandenn wenn, ardamez ar vro, un erer gwenn war ur skoed ruz.
Livioù banniel Polonia zo heñvel ouzh livioù ar skoed-ardamez-se : al liv gwenn a gaver en Erer gwenn hag al liv ruz a zeu eus leur ar skoed. Abaoe an XIIIvet kantved ez implijer al livioù-se da aroueziañ ar vro, abaoe ar mare ma voe dibabet un erer gwenn war ur skoed ruz da ardamez gant an tiegezh Piast.
Gant al livioù gwenn ha ruz e voe graet neuze e skoedoù, e bannieloù hag e gitonioù an armeoù. Pa voe adsavet stad dizalc’h Polonia, d’ar 1añ a viz Eost 1919, e voe dibabet ar banniel zo bremañ da vanniel ofisiel.
Devezh banniel Polonia a vez lidet bep bloaz d’an 2 a viz Mae.
[kemmañ] Gwelet ivez