Banniel Korsika

Eus Wikipedia
Banniel Korsika (1755-1769; 1980-)

Banniel Korsika zo treset warnañ penn ur Maour, du e liv, gant un talgen gwenn war e dal, war ur foñs gwenn. Bez’ eo unan eus an nebeud bannieloù gwenn ha du zo er bed (evel banniel Breizh hag hini Kernev-Veur).

Degemeret e oa bet da vanniel an enezenn gant Pasquale Paoli, pa oa bet embannet dizalc’hiezh Korsika e 1755. En implij e oa an arouez-se e Korsika a-raok, met gant ul lien gwenn o vouchañ daoulagad ar Maour. Gant Paoli e voe savet al lien a-us an daoulagad evit aroueziañ dizalc’hiezh pobl Korsika[1]. Pennoù evel-se a gaver ivez war banniel Sardigna, e koun ar Sarasined a veze o redek ar Mor Kreizdouar gwechall.

Implijet e voe ar banniel-se gant Republik Korsika, berr he fad (1755-1769), ha berzet e voe goude-se pa voe prenet an enezenn gant Bro-C'hall e 1769. Dindan dalc’h Bro-C'hall, etre 1769 ha 1789, e voe adimplijet ar stumm kozh eus ar banniel gant brogarourien Korsika, gant an daoulagad mouchet, da ziskouez o enebiezh ouzh ar yev estren[2].

Implijet e voe stumm Paoli da vare ar Rouantelezh Saoz-ha-Korsikat etre 1794 ha 1796[3]. En XXvet kantved e voe implijet muioc’h-mui gant ar vrogarourien. Hag abaoe 1980 ez eo banniel ofisiel rannvro Korsika.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Met hervez lod e oa bet implijet ur banniel gant daoulagad divouchet kerkent ha 1745, gant ar brogarour Ghjuvan Petru Gaffori (1704-1753), pa oa bet taget nerzhioù Genova gant e soudarded e Bastia.
  2. Hervez Pasquale Paoli: An Enlightened Hero 1725-1807, Thrasher, Peter Adam, 1970, Archon Books.
  3. Hervez The Ungovernable Rock: A History of the Anglo-Corsican Kingdom and Its Role in Britain's Mediterranean Strategy During the Revolutionary War, 1793-1797, Desmond, Gregory, 1985, Fairleigh Dickinson University Press.