Banniel Eritrea

Eus Wikipedia
Banniel Eritrea

Banniel Eritrea zo banniel broadel Eritrea abaoe ar 5 a viz Kerzu 1995.

Tennañ a ra da hini Talbenn ar Bobl evit Dieubidigezh Eritrea. Tri zric'horn a ya d'ober anezhañ : unan ruz (arouez ar gwad skuilhet evit dieubiñ ar vro), unan glas (arouez ar Mor Ruz) hag unan gwer (arouez al labourerezh-douar). En tric'horn ruz ez eus ur gurunenn velen gant brankoù gwez olivez.

Disheñvel eo diouzh ar banniel implijet etre 1993 ha 1995 dre e genfeurioù (1:2 bremañ)[1].

Bannieloù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]