Banniel Danmark

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Danmark
Banniel Danmark
Kenfeurioù: 28:37
Kod bannielouriezh FIAV 100100.svg FIAV normal.svg
Anv (pe lesanv): Dannebrog
Degemeret e 1625 (ent-ofisiel)
Livioù

██ ruz 186C

██ gwenn (liv)

Banniel Danmark o stlakal ouzh ur post.

Banniel Danmark, lesanvet Dannebrog, zo ruz gant ur groaz wenn ; div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, ma vez staget ar banniel. Ur groaz evel-se a gaver ivez war bannieloù ar stadoù all zo e Skandinavia (Sveden, Norvegia, Finland hag Island) ha war bannieloù broioù bihanoc'h (Inizi Faero, Inizi Åland...). En amzer ma oa unanet Danmark ha Norvegia (1536 – 1814) e veze implijet an Dannebrog e Norvegia ivez. N'eo nemet e 1821 e voe degemeret ent-ofisiel banniel Norvegia.

Banniel Danmark eo ar c'hoshañ banniel er bed zo implijet c'hoazh evit ur stad[1]. Ar roudoù koshañ anezhañ a gaver er XIVvet kantved. A-raok an amzer-se e veze implijet ur banniel warnañ skeudenn ur vran e Danmark, evel e broioù all Skandinavia.

Orin ar banniel[kemmañ]

Hervez ur vojenn hollanavezet e Danmark, e vije kouezhet ar banniel-se eus an oabl e-pad Emgann Lyndanisse, anavezet ivez evel Emgann Valdemar. Eno e oa soudarded Danmark, renet gant o roue Valdemar II, oc'h en em gannañ a-enep tud ar vro, e-kichen Lyndanisse (Tallinn) en Estonia, d'ar 15 a viz Mezheven 1219. Kouezhet e vije ar banniel eus an neñv e-touez tud Danmark ha trec'h e vijent bet war o enebourien goude-se abalamour da se.

N'eus prouenn ebet eus kement-se avat hag ar skridoù kentañ diwar-benn ar vojenn-se a voe skrivet ouzhpenn 300 vloaz goude an emgann.

Sur a-walc'h e oa ar banniel-se un arouez kristen, evel ma veze implijet stank en amzerioù-se, dreist-holl e-pad Brezelioù ar Groaz.

Bannieloù all[kemmañ]

Splitflag - Banniel stad. FIAV 011010.svg

Kenfeur: 56:107

Orlogsflag - Banniel ar morlu. FIAV 000001.svg

Kenfeur: 7:17

Kongeflaget - Banniel ar roue

(gant ardamezioù ar vro e-kreiz).

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Notennoù[kemmañ]

  1. Bannieloù Bro-Skos ha Katalonia zo koshoc'h war a seblant, met n'eo ket anavezet an div vro-se da stadoù dizalc'h evit ar mare.