Banniel Bro-Saoz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Bro-Saoz FIAV 110000.svg, 3:5

Banniel Bro-Saoz zo warnañ ur groaz ruz e-kreiz ur foñs gwenn. Kavout a reer skouerioù eus implij an arouez-se e Bro-Saoz adalek an XIIvet kantved, ha deuet e oa da vezañ banniel ofisiel Bro-Saoz er XVIvet kantved.

Adkavout a reer ar groaz ruz-se war banniel ar Rouantelezh Unanet, mesket gant banniel Bro-Skos ha gant kroaz sant Padrig (arouez Iwerzhon). Kroaz Sant Jord a reer eus ar groaz ruz-se ha kavet e vez ivez war bannieloù Barcelona, Genova pe Milano pe c'hoazh bannieloù Gwernenez pe Jorjia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all