Bank Etrebroadel evit an Adsevel hag an Diorren

Eus Wikipedia

Ar Bank Etrebroadel evit an Adsevel hag an Diorren (BEAD) eo aozadur pennañ Stroll ar Bank-bed. Savet e oa bet da gentañ evit arc'hantañ an adsevel war-lerc'h an Eil Brezel-bed. Savet eo bet d'ar 27 a viz Kerzu 1945 da-heul Emglevioù Bretton Woods (miz Gouhere1944). E bal a-vremañ eo lakaat ar baourentez da zigreskiñ er bed. Kredadoù a ro d'ar stadoù ha d'an embregerezhioù publik berr an arc'hant ganto. Izel-kenañ e vez ar feur kampi abalamour m'eo gwarantet an amprestoù-se gant ar broioù all a zo er Bank-bed.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]