Bank (azezenn)

Eus Wikipedia
Ur bank

Ur bank, ur skaoñ zo ur pezh arrebeuri e c'hall meur a zen azezañ warnañ.

Ar seurt boutinañ, gwechall, a oa gant ur plankenn strizh a-walc'h lakaet a-led war daou damm koad arall lakaet a-serzh da dalvout da dreid ; tri zroad a oa dindan ur plankenn hir-mat, kement ha dougen pouez muioc'h a dud.

En ilizoù protestant hag e kor an ilizoù katolik e vez uheloc'h ha ledanoc'h ar bankoù, hag ur c'hein oute ouzhpenn.

E koad peurliesañ e vezent graet. Gant danvezioù all koulskoude e vez graet ar re a gaver er c'hêrioù d'ar bourmenerien d'ober un diskuizh : mein, simant, plastik hag all. Darn o devez brec'hioù zoken.

Azezañ war bankoù koad eo doare hengounel Breizhiz diwar ar maez da vonet ouzh taol. Boaz kêriz eo ober gant kadorioù.

En ilizoù e oa bankoù ivez evit ar vugale ha kadorioù evit an dud vras. Bankoù hepken a veze er chapelioù, a oa paouroc'h.


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.