Bangui

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Bangui eo kêr-benn ha kêr vrasañ ar Republik Kreizafrikan (war-dro 684 000 a annezidi e 2005).

Ar stêr Ubangi, e-kichen Bangui

Diazezet e oa bet gant an drevadennerien c’hall e 1889, war ribl ar stêr Ubangi (pe Oubangui) a ra an harzoù etre ar Republik Kreizafrikan ha Republik Demokratel Kongo. E 1960 e oa deuet Bangui da vezañ kêr-benn ar stad nevez-savet e-kreiz Afrika.

E-kreiz ar gêr e kaver c’hoazh ur volz-enor en enor d’an diktatour kozh Jean-Bédel Bokassa, genidik eus Bangui.