Bakili Muluzi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Elson Bakili Muluzi (ganet d'ar 17 a viz Meurzh 1943) zo ur politikour eus Malawi. Eil prezidant ar vro eo bet etre 1994 ha 2004.

Trec'h e voe e dilennadegoù 1994 a-enep Hastings Banda, prezidant nemetañ Malawi abaoe dizalc'hiezh ar vro. Addilennet e voe e 1999 gant 52.4% eus ar mouezhioù. E 2002 e klaskas lakaat cheñch ar Vonreizh evit gallout lakaat e anv un trede gwech en dilennadegoù met ret e voe dezhañ dilezel ar soñj-se. Neuze e roas e skoazell da vBingu wa Mutharika evit dilennadegoù 2004 met dizemglev a savas etre an daou zen nebeut goude.

Abaoe 2004 ez eus bet savet klemm outañ meur a wech evit goubrenerezh. E miz Meurzh 2011 e voe aozet e varnadenn[1] evit bezañ diheñchet 8,6 milion a euroioù diwar ar skoazell etrebroadel bet gant e vro pa oa an naonegezh oc'h ober he reuz e Malawi.

Notenn[kemmañ]

  1. L'ancien président du Malawi jugé pour corruption er gelaouenn Jeune Afrique d'an 09/03/2011