Baglan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Baglan zo anv ur manac'h ha sant brezhon a voe desket, evel kalz a sent eus e amzer, e manati Llanilltud[1] , e kreisteiz Kembre, war-dro ar VIvet kantved.

Lavaret e vez, hep prouenn a gement-se, e oa mab da Ithel Hael, ur priñs brezhon eus an tolead, hag e kuitaas e vanati da vont betek traonienn Nedd. Eno e savas iliz Baglan tra m'edo o vevañ en ul loch e-kichenik.

Mojenn[kemmañ]

Hervez ar vojenn e oa bet gwelet (gant Cadoc pe Illtud) o tougen tan en e sae manac'h hep deviñ anezhi. Illtud neuze a roas dezhañ ur vazh-eskob hag a lavaras dezhañ mont da sevel un iliz da lec'h ma kavje ur wezenn ha teir frouezhenn enni.

Kavout a eure ur wezenn ma oa gouzer d'ar moc'h, un hed d'ar gwenan, hag un neizh d'ar brini. Koulskoude e kavas gwell ul lec'h plaenoc'h, a zo pe e-lec'h m'emañ iliz Santez Katell hiziv, pe tostoc'h c'hoazh d'ar bae. Pezh a save bemdez a veze pe diskaret bep noz, pe nijet kuit, pe kaset e-harz ar wezenn. Ken skuizh e oa aet a-benn ar fin ma savas e iliz tost d'ar wezenn. Marteze e voe savet un iliz nevez all eno er Grennamzer, evel a c'hoarvezas alies, en enor da Sant Baglan, ha honnezh marteze eo an hini a voe devet e 1954, ha ne chom nemet rivinoù anezhi. A-hervez e voe miret ar vazh-eskob betek ar XVIIvet kantved.

Baglan all[kemmañ]

Ur Baglan all zo anavezet: er VIIvet kantved e voe savet Llanfaglan nepell diouzh Caernarfon, en hanternoz ar vro, e Gwynedd, gant ur sant all, Baglan ap Dingad,

Pennadoù kar[kemmañ]

Orin ar pennad[kemmañ]

Troet diwar bennad ar wikipedia saoznek.

Notennoù[kemmañ]

  1. T D Breverton(2000), The Book of Welsh Saints, Glyndwr publishing, pp 67-68, ISBN 1-903529-01-8.



 
Kêrioù ha kumunioù bwrdeistref sirol Castell-nedd Port Talbot (e Kembre)
Bandera de Gal·les

Aberafan  · Aberdulais  · Abergwynfi  · Alltwen  · Baglan  · Banwen  · Bedd y Cawr  · Blaendulais  · Blaen-gwrach  · Blaengwynfi  · Bryn  · Castell-nedd  · Cil-ffriw  · Cilmaengwyn  · Cilybebyll  · Y Clun  · Y Creunant  · Cwmafan  · Cwm-gors  · Cwmllynfell  · Cymer  · Dyffryn Cellwen  · Efail-fach  · Glyncorrwg  · Glyn-Nedd  · Godre'r-graig  · Gwaun-Cae-Gurwen  · Llandarcy  · Llangatwg  · Llan-giwg  · Llansawel  · Margam  · Melin-cwrt  · Morfa Glas  · Onllwyn  · Pentreclwydau  · Pontardawe  · Pontrhydyfen  · Port Talbot  · Pwll-y-glaw  · Resolfen  · Rheola  · Rhos  · Rhyd-y-fro  · Sgiwen  · Tai-bach  · Ton-mawr  · Tonna  · Trebannws  · Ynysmeudwy  · Ystalyfera