Bae Chesapeake

Eus Wikipedia
Bae Chesapeake, gwelet eus ul loarell

Bae Chesapeake (The Chesapeake Bay e saozneg, pe The Bay ent-krenn) zo ur pleg-mor bras en arvor reter Stadoù Unanet Amerika. Emañ war harzoù stad Virginia, er c'hreisteiz, ha stad Maryland, en hanternoz.

Pleg-mor brasañ ar vro eo, gant 311 km a hed hag etre 5 ha 40 km a led, ha gant ur gorread 8 365 km2. Ouzhpenn 150 a sterioù ha gwazhioù-dour en em daol e Bae Chesapeake, evel ar Susquehanna pe ar Potomac, hag en em astenn a ra an diazad anezho war ur gorread 166 534 km², etre stadoù Virginia, Maryland, Pennsylvania, New York hag ivez Distrig Columbia.

D'ar 5 a viz Gwengolo 1781 e voe un emgann bras war vor e Bae Chesapeake e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet.