Azoniad Stockholm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Azoniad Stockholm a c'hoarvez a-wezhoù da dud bet skrapet. En azoniad Stockholm e krog ar reuzidi da vagañ lealded e-keñver an dud, pe an den, o deus o skrapet ha d'o c'harout zoken (pe da vout plijet gante a-c'hwael). Anv an azoniad-mañ a zeu eus traoù c'hoarvezet da-geñver tagadenn ur bank war blasenn Norrmalmstorg e Stockholm (Sveden), e 1973, pand o doa daou laer dalc'het pevar den evel gouestlidi. Pa voe lakaet harz war al laeron c'hwec'h devezh diwezhatoc'h e vriataas ar reuzidi an dorfedourion o doa o amskaret e-pad c'hwec'h devezh.