Axel von Fersen an Henañ
- Ur pennad Axel von Fersen zo ivez.
Fredrik Axel von Fersen (1719-1794) , anavezetoc'h hiziv evel Axel von Fersen an Henañ, a oa ur c'hont svedat, brezelour ha diplomat.
Mab e oa da Hans Reinhold von Fersen, letanant-jeneral.
[kemmañ] Brezelour
E 1740 ez eas da soudard gant ar Warded Svedat hag etre 1743 ha 1748 edo e Bro-C'hall gant ar rejimant Royal Suédois, ma savas da vrigadier.
Perzh a gemeras e Brezel Seizh Vloaz , hag e 1759 edo war-dro Usedom ha Wollin o stourm ouzh ar Brusianed.
[kemmañ] Politikour
Brudetoc'h evel politikour avat, hag enebour d'ar roue Gustav III.
[kemmañ] Dimeziñ ha bugale
Dimezet e oa d'ar gontez Hedvig Catharina De la Gardie (1732–1800). Pevar bugel o doe, hag en o zouez :
- Axel von Fersen ar Yaouankañ (1755-1810)
- Sophie von Fersen, a voe kontez Piper,
- Hedvig Eleonora von Fersen, a voe kontez Klinckowström
Skrivañ a reas ul levr eñvorennoù, Historiska Skrifter, ha n'haller ket re fiziout enno evit kavout ar wirionez rik. Ezel e oa eus Akademiezh Sveden.