Avesteg

Eus Wikipedia
Yasna 28.1 (Mirdi Bodleian Dorn-skrid J2)

Ur yezh indez-iranek eus ar skourr reter-iranek eo an avesteg. Implijet e voe ar yezh-se evit skrivañ levr sakr ar zoroastregezh anvet an Avesta, ha diwar-se e teu anv ar yezh ivez.

Ur yezh varv an hini eo met talvezout a ra c'hoazh da yezh sakr ar zoroastregezh.

Isrannet e vez ar yezh hervez ar mareadoù evel-hen:

1- Hen avesteg implijet evit skrivañ ar gathoù war-dro 1300 a-raok Jezuz-Krist.

2- Nevez avesteg implijet evit skrivañ an darn vrasañ eus an Avesta komzet betek an VIIIvet kantved a-raok JK.

Un doare-skrivañ ispisial ez eus evit skrivañ an avesteg anvet dīn dabireh, savet war diazezoù ar skritur pahlaviek.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]