Avatar (film)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Avatar
Avatar-Teaser-Poster.jpg
Poster ar film
Filmdata
Titl orin : Avatar
Bro produiñ : Rouantelezh-Unanet
Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : 10 a viz Kerzu 2009
(Kentaenn Londrez)
16 a viz Kerzu 2009
(Breizh)
Yezh orin : Saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 161[1] munutenn
Skigner : 20th Century Fox
Boujedenn : $237 000 000[2]
Korvoder gros : $241 571 046[3]
Pare
Filmaozer : James Cameron
Produer : James Cameron
Jon Landau
Skrivagner : James Cameron
Sonerezh : James Horner
Rener al luc'hskeudenniñ : Mauro Fiore
Frammer : James Cameron
John Refoua
Stephen E. Rivkin
Aktourien

Sam Worthington
Zoë Saldaña
Stephen Lang
Michelle Rodriguez
Giovanni Ribisi
Sigourney Weaver

Liammoù diavaez

Avatar zo ur film 3-M skiant-faltazi, renet gant James Cameron ha produet gant ar Century Fox, a oa deuet er-maez d'ar 16 a viz Kerzu 2009.[4] Raktres diwezhañ Lightstorm Entertainment eo ar film-se, ha danevell a ra ar stourm taer a grog war un ezplanedenn anvet Pandora, ma sav brezel etre tud an Douar, a fell dezhe korvoiñ danvezioù-krai ar blanedenn hag ur spesad androided a orin eus Pandora, an Na'vied, a fell dezhe gwareziñ o bed.[5]

Deuet e oa ar film er-maez er stumm 2M hag e 3M, war un dro gant ur stumm IMAX 3M e lec'hioù zo. Disklêriet eo bet e oa ar film-se un nevezadenn war dachenn teknologiezh ar sevel filmoù, abalamour d'an doare m'en deus diorroet ar filmoù 3M hag ar sevel filmoù en un doare stereoskopek, gant kameraioù savet a-ratozh kaer da sevel ar film-se[6] ha kinniget eo bet c'hoazh evit daou award.[7]

Istor[kemmañ]

Lodennoù pouezus eus an istor a zo meneget aze.

An haroz, Jake Sully (Sam Worthington), a oa ur Marine amerikan kent bezañ gloazet ha sezizet dindan an dargreiz da-heul un emgann war an Douar. Dilennet eo Jake da gemer perzh er raktres Avatar, a roio dezhañ e du da vale en-dro. Jake zo kaset betek Pandora, loar un ezplanedenn goloet gant ur janglenn stank enni boudoù bev souezhus e-leizh, lod brav, lod spouronus. Eno e tastum an embregerezhioù ur c'hailh rouez a c'hallfe diskoulmañ an enkadenn energiezh a ren war an Douar. Kavout a reer eno ivez an Na’vied, ur spesad denheñvel speredek ha kalz kreñvoc'h evit an dud. Sellet e vez oute evel kentidien gant tud an Douar. Dezho tost tri metr, pep a lost hag ur c'hroc'hen glas, bevañ a ra an Na’vied en emglev gant o bed divoulc'h. Krog eo an dud koulskoude da aloubiñ ha da zistrujañ koadoù Pandora da gavout danvezioù-krai prizius. Sevel a ra ar vrezelourien na'vi en o enep da zifenn buhez o fobl lakaet en arvar gant an distruj.

Jake zo bet tutaet hep gouzout dezhañ da gemer perzh en aloubadeg-se. Dre ma n'eo ket gouest an dud da analat aergelc'h Pandora ez eus bet krouet hironed Den-Na’vi anvet avataroù diwar TDN mab-den mesket gant TDN na'vi. Liammet eo korf an avataroù-se gant spered tud hag a ren anezhe. War Bandora, treuzkaset en e gorf avatar, e c'hallo Jakez bale adarre. E gefridi zo en em silañ e-touez an Na'vied. Kaset pell e janglenn Pandora evel diaraoger evit ar soudarded a zeuio da heul, Jake a zizolo kalz eus braventez hag eus dañjerioù ar blanedenn. Eno en em gav gant un Na’viez yaouank vrav, Neytiri (Zoe Saldaña) hag a savete e vuhez. Kement-se a cheñch pep tra.

Tamm-ha-tamm ez eo degemeret Jake e klan an Na'vied goude kalz amprouadennoù ha troioù-kaer e-leizh. Deskiñ a ra doujañ da sevenadur an Na'vied ha kavout a ra e blas en o zouez. Kouezhañ a ra amourouz eus Neytiri. Da-heul en em gav tapet etre nerzhioù arme ha greanterezh an Douar hag an Na’vied, ar pezh a redi anezhañ da choaz un tu en emgann bras e lec'h ma vo divizet tonkadur ar blanedenn hag hini an Na'vied.

Perzhioù ha tudennoù[kemmañ]

Tud[kemmañ]

  • Sam Worthington evit ar c'haporal Jake Sully, un den bet marine hag a zo bremañ er programm Avatar. Cameron en deus choazet an aktour Aostralian-se goude bezañ bet klasket er bed aktourien yaouank, o klask tud divrudet evit derc'hel ar budjet.
  • Sigourney Weaver evit ar mezeg Grace Augustin, ul louzawourez e penn ar programm Avatar. Deskiñ a ra da Jake Sully derc'hel darempredoù peoc'h gant an Na'vied ha savet he deus ur skol evit deskiñ saozneg dezho.[8]. An dudenn a oa anvet "Shipley" d'ur poent, un dave d'he zudenn c'hoariet e-barzh Alien.[9]
  • Michelle Rodriguez evit Trusy Chacon, ur marine brezelourez karget da sikour ar programm Avatar. Cameron en doa c'hoant labourat gant Rodriguez abaoe m'en doa gwelet anezhi e-barzh Girlfight.[10]
  • Giovanni Ribisi evit Parker Selfridge, ar merour evit ar vengleuz. [11]
  • Joel David Moore evit Norm Spellman, ur biologour a studi plant hag endro Pandora evit ar Programm Avatar. Degouezhout a ra war ar blanedenn d'ar memes koulz ha Jake Sully ha kontrolliñ a ra un Avatar.
  • Stephen Lang evit ar c'horonal Miles Quatrich, hag a zo e penn ar SecFor, an aozadur evit gwareziñ ar vengleuz. Lang en doa tremenet ar c'hasting dija evit Aliens e 1986, dalc'het en doa soñj Cameron eus outañ ha kinniget dezhañ kemer ar roll.[10]
  • Dileep Rao evit ar mezeg Max Patel, ur skiantour a labour war ar programm Avatar.[12]
  • Matt Gerald evit ar c'horporal Lyle Waintfleet eus ar SecFor.[13]

Na'vi[kemmañ]

  • Zoë Saldaña evit Neytiri, priñsez Omaticaya, ar meuriad Na'vi e-kreiz an istor.[14] An dudenn, evel holl an Na'vied a zo bet krouet oc'h implij ar motion capture, hag a zo krouet penn-de-benn dre urzhiataer.[15]
  • C. C. H. Pounder evit Mo'at, ar "shaman" eus an Omaticaya, mamm Neytiri, hag a zo gant mestr ar meuriad, Eytucan. [16]
  • Laz Alonso evit Tsu'Tey, pennhêr penn ar meuriad hag a zo sañset dimeziñ gant Neytiri.
  • Wes Studi evit Eytucan, mestr an Omaticaya, pried Mo'at ha tad Neytiri.

Notennoù[kemmañ]

  1. BBFC rating and classification details for AVATAR. bbfc.co.uk (8 Kerzu 2009). Kavet d'an 8 Kerzu 2009.
  2. Patten, D. (3 Kerzu 2009). "'Avatar's' True Cost -- and Consequences", The Wrap. Retrieved on 12 Kerzu 2009. 
  3. Avatar. Box Office Mojo. Kavet d'an 20 Kerzu 2009.
  4. Sellet ouzh Avatar International Release Dates
  5. [1]
  6. [2]
  7. [3]
  8. Clint Morris (2 Eost 2007). "Sigouney Weaver talks Avatar", Moviehole.net. Retrieved on 2 Eost 2007. 
  9. "Things We've Learnt", Empire (C'hwevrer 2008), p. 27. 
  10. 10,0 10,1 Anne Thompson (2 Eost 2007). "Lang, Rodriguez armed for 'Avatar'", Variety. Retrieved on 3 Eost 2007. 
  11. Leslie Simmons (21 Gwengolo 2007). "'Avatar' has new player with Ribisi", The Hollywood Reporter. Retrieved on 21 Gwengolo 2007. Archived from the original on 2007-10-03. 
  12. Lewis Bazley (25 Mae 2009). "Drag Me to Hell Review", inthenews.co.uk. Retrieved on 2 Mezheven 2009. 
  13. James Cameron's Movies & Creations: Avatar Scriptment: Summary, Review, and Analysis. Jamescameron.blogspot.com (11 C'hwevrer 2007). Diellet e the original on 2008-05-12. Kavet d'an 6 Kerzu 2009.
  14. Detailed Summary of Avatar Scriptment: http://web.archive.org/20080512233727/jamescameron.blogspot.com/2007/02/avatar-scriptment-summary-review-and.html
  15. Thompson, Anne (9 Genver 2007). ""Titanic" director sets sci-fi epic for '09", Reuters. Retrieved on 26 Kerzu 2009. 
  16. IGN Staff (30 Ebrel 2007). "Pounder Talks Avatar". Retrieved on 25 Kerzu 2009.