Austremonius

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn Stremonius, merzher kristen. iliz Issoire.

Stremonius pe Austremonius pe Stramonius pe Austromoine, a oa abostol Aovergn ha kentañ eskob Clermont-Ferrand.

En amzer an daou genimpalaer Decius ha Gratus (250-251), hervez Gregor Teurgn hag a lavar Stremonius anezhañ, e voe kaset seizh eskob eus Roma gant ar pab Fabian da avielañ Galia. Sed o anvioù: Gatianus da gêr Teurgn, Trophimus da Arle, Paulus da Narbona, Saturninus da d-Toloza, Denez da Bariz, Martial da Lemojez, hag Austremonius da Clermont[1].

E Clermont en dije troet ar senedour Cassius hag ar beleg pagan Victorinus ouzh ar feiz kristen, kaset Sant Sirenatus (Cerneuf) da Thiers, Sant Marius da Salers, ar Sent Nectarius hag Antoninus da lec'hioù all eus Aovergn, ha dibennet e vije bet er bloaz 92.

Skeudennoù[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. (Historia Francorum, i.30)