Aurelius Victor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Sextus Aurelius Victor (war-dro 327 - war-dro 390) a oa ur politikour hag istorour roman a orin Afrikan. Gouarnour e voe e Pannonia en amzer Juluan (360-363) ha dont a reas da vout praefectus Urbi, prefed kêr (Roma) en 389.

[kemmañ] Oberennoù

Pevar levr a zo bet lakaet war e gont:

  • Origo gentis Romanae,
  • Liber de viris illustribus
  • De Vita et Moribus Imperatorum Romanorum excerpta ex Libris Sex. Aur. Victoris
  • Liber de Caesaribus. N'eus nemet hennezh a zo diwar e zorn e gwirionez. Dizanv eo ar re all. Un heuliad buhezioù impalaerien eo , adalek Aogust betek Constantius II, savet e 360, awenet gant doare Sallustus, Tacitus, ha Suetonius. Dre ma ne oa ket eus ur metoù an arme n'en deus ket aon rak barn an arme hag an dud tremenet drezi.

Kendalc'het e voe e labour gant un den dizanv a skrivas Epitome de caesaribus war-lerc'h 395 .

Kentañ ma voe embannet ar pevar levr a voe graet gant Andreas Schottus(8 levrenn , Antwerpen, 1579).

[kemmañ] Levrlennadurezh

  • Aurélius Victor, Livre des Césars, traduction et commentaires par P.DUFRAIGNE, Paris, Les Belles Lettres, 1975

[kemmañ] Liammoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all