Augusta von Hannover

Eus Wikipedia
Ur pennad Augusta zo ivez.
Augusta von Hannover, hervez ur poltred gant ul livour dianav e 1763
Augusta gant he mab kentañ Karl Georg August, poltred gant Angelika Kauffmann, 1767; Royal Collection, Londrez

Augusta Frederica, pe Augusta Breizh-Veur pe Augusta von Hannover (1737-1813), a oa ur briñsez saoz.
Merc'h-vihan e oa d'ar roue saoz George II, ha merc'h e oa da Frederick, priñs Kembre (mab henañ George II ha Caroline von Brandenburg-Ansbach) ha da Augusta von Sachsen-Gotha. C'hoar e oa d'ar roue George III.

Ganet e oa e Palez St. James e Londrez. He zad e oa mab henañ ar roue George II, priñs Kembre, hag he mamm a oa ur briñsez alaman, Augusta von Sachsen-Gotha.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e voe d'an dug alaman Karl Wilhelm Ferdinand von Braunschweig.
Seizh bugel he doe . Hec'h eil merc'h Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel‎ a zimezas d'he c'henderv, ar roue George IV, un dimeziñ a droas fall.

En 1806, pa voe diskleriet ar brezel gant Prusia da Vro-C'hall, ez eas an dug, da 71 bloaz, da gemer penn arme Prusia. Trec'h e voe ar C'hallaoued e emgann Iena, hag en deiz-se end-eeun e voe gloazet an dug en emgann Auerstaedt. Mervel a reas dindan miz. Ret e voe da Augusta tec'hel eus he falez distrujet en Altona, da repuiñ da Augustenborg, ur stad vihan e-kichen Jutland. Eno e veve e ti he nizez Louise Auguste Danmark, merc'h d'he c'hoar Carolina Matilde, betek an deiz ma voe pedet gant he breur, George III, da zont da chom da Vro-Saoz e miz Gwengolo 1807. Mont a reas da chom ur pennad gant he merc'h, priñsez Kembre. Prenañ a reas an ti e-kichen a voe anvet Brünswick House.

Mervel a eure en Brünswick House, en Blackheath, Greenwich, e 1813, da 75 bloaz. He merc'h a varvas un toullad bloavezhioù goude.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh bugel he doa bet: