August Landmesser

Eus Wikipedia

August Landmesser (24 a viz Mae 1910 e Moorrege, e-kichen Hamburg - 17 a viz Here 1944 e-kichen Ston, e Kroatia) a oa micherour en arsanailh Blohm + Voss e Hamburg, Alamagn. Brudet eo ar skeudenn[1] m'emañ e-kreiz un engroez d'an 13 a viz Even 1936 ha ma nac'h ober ar salud nazi. Tennet e voe ar poltred pa voe lakaet al lestr-brezel Horst Wessel en dour evit ar wech kentañ[2].

E 1931 ec'h emezelas Landmesser ouzh ar strollad nazi, rak fellout a rae dezhañ kaout labour. E zilez a roas e 1935 pa zimezas gant ur yuzevez, Irma Eckler hec'h anv. D'an 29 a viz Here 1935 e voe ganet o merc'h henañ, Ingrid hec'h anv. E 1937 e klaskjont tec'hout war-zu Danmark met harzet e voe Landmesser tra ma voe gouezet e oa dougerez e wreg. E miz Gouere 1937 e voe barnet Landmesser ha lakaet kablus a vezañ dizenoret ar ouenn, evel ma veze skrivet el lezennoù nazi. E 1938 e voe tapet Irma Heckler gant izili Gestapo ha bac'het e voe e toull-bac'h Fuhlsbüttel. Dispartiet e voe o div verc'h, Ingrid hag Irene : aotreet e voe Ingrid da chom gant he mamm-gozh, Irene a voe kaset d'un ti-emzivaded, ha goude-se da di tud-kar. D'an 19 a viz Genver 1941 e c'hallas August Landmesser kuitaat an toull-bac'h. Labourat a reas evit an embregerezh Püst, ur rann eus Heinkel-Werke e Warnemünde[3]. E miz C'hwevrer 1944 e voe engouestlet er Strafbattalion 999. Leichte Afrika Division, ma voe embannet e oa bet lazhet e-pad an emgannoù.

E 1996 e lakaas embann o merc'h Irene Eckler ul levr e ditl Die Vormundschaftsakte 1935–1958 : Verfolgung einer Familie wegen "Rassenschande" (Teuliad ar gward 1935–1958: ur familh heskinet abalamour dezhi da "zizenoriñ ar ouenn"). Ennañ e kont buhez he familh, ha dielloù evel lizhiri gant he mamm pe dielloù ofisiel gant ensavadurioù ar Stad a zo ivez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ar skeudenn, Forschungs- und Arbeitsstelle “Erziehung nach/über Auschwitz”
  2. Simone Erpel: Zivilcourage : Schlüsselbild einer unvollendeten „Volksgemeinschaft“. In: Gerhard Paul (Hrsg.): Das Jahrhundert der Bilder, Bd. 1: 1900–1949, Göttingen 2009, S. 490–497, ISBN 978-3-89331-949-7
  3. Verbotene Liebe | Father reported missing. Forschungs- und Arbeitsstelle “Erziehung nach/über Auschwitz”