Augal

Eus Wikipedia
Menez Augal

Menez Augal (Mont Augal en okitaneg, Mont Aigoual e galleg) zo ur menez e su an Torosad Kreiz, a dap 1 567 m a uhelder. Unan eus kernioù uhelañ ar menezioù Cevenas eo, goude ar Mont Losera (1 699 m). Emañ war ar vevenn etre departamantoù Gard ha Lozère.

Ur menez kaer eo hag eus ar beg anezhañ e c'haller gwelet ar Mor Kreizdouar hag an Alpoù pa vez dizolo an amzer. Anavezet-mat eo gant ar re a studi an amzer just a-walc'h rak gleborek ha brumennek e vez eno alies. Ur savlec'h meteorologiezh zo bet savet eno. Emañ Menez Augal war linenn disparti an dourioù a red war-du ar Mor Kreizdouar en un tu hag ar Meurvor Atlantel en tu all.

Brudet eo al lec'h ivez dre m'en deus roet bod da stourmerien guzh en amzer-dremenet : protestanted ("Camisards") en amzer ren Loeiz XIV pe paotred ar strouezh e-pad an Eil Brezel-bed. Gantañ ivez ez eus bet awenet meur a skrivagner gallek eus ar vro, evel André Chamson, Jean-Pierre Chabrol ha Jean Carrière.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.