Atys, mab Kroissos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Ur pennad Atys zo ivez.

Atys, mab d'ar roue Kroissos (pe Krezuz), ha tad da b-Pitius, a oa roue Lidia.

Hervez levr kentañ Istorioù Herodotos e reas e dad Kroissos un hunvre ma welas e vab Atys lazhet gant ur goaf. Klask a reas Kroissos mirout ouzh ar gwall blanedenn. E zimeziñ a reas kenkent, ha paouez d'e gas da vrezeliñ. Kement-se ne harzas ket ouzh an droug avat.

An hoc'h-gouez[kemmañ]

Un deiz e tegouezhas ur pikol hoc'h-gouez spontus e bro an Mysian Olympus, hag ar Mysianed a eas da gaout ar roue Kroissos da c'houlenn digantañ skoazell e vab hag un toullad tud yaouank gant chas da gaout an dizober eus al loen. Nac'h a reas an tad roue met derc'hel warnañ a reas ar mab ken na voe laosket da vont da hemolc'hiñ an houc'h dra ma ne vez ket armoù houarn gante. Met kas a reas Adrastus evel diwaller. E-kerzh ar chaseadeg e voe lazhet Atys gant Adrastus a oa o klask skeiñ e c'hoaf ouzh an hoc'h-gouez.

En em lazhañ a reas Adrastus war vez Atys gant ar morc'hed.

Pennadoù kar[kemmañ]