Asif Ali Zardari
Eus Wikipedia
E 1956 e oa bet ganet Asif Ali Zardari, politikour ha prezidant Pakistan abaoe an 9 a viz Gwengolo 2008.
Gwaz da Benazir Bhutto eo.
Brud fall zo warnañ pa'z eo bet lakaet tost 10 vloaz en toull-bac'h (etre 1990 betek 1993 hag etre 1997 betek 2004) evit aferioù goubrenerezh. Lesanvet e oa "Aotrou 10%" pa oa e wreg e penn ar vro rak sañset ez ae ul lodenn eus pep kevrat en e c'hodell.