Arz al luc'hskeudennerezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Studiet e vo aze orin ar poltred. Eus pelec'h e teu, penaos eo bet krouet, gant piv, hag e emdroadur er bed a-hed an amzer. Ar poltred a oa gwelet evel ur reizhiad nevez evit erlerc'hiañ al livadennoù hag an tresadennoù, evit skeudenniñ ar bed tro-dro deomp. Evit en ober, ret e oa ijinañ ur c'hempennadur optikel evit krouiñ ur skeudenn ha lakaat anezhi war ur skor gant ur reizhiad kimiek. A-hed ar bloavezhioù, emdroet eo bet ar reizhiad-se hag azaouet eo bet ar poltriji evel un teknik arzek.

Istor ar poltred kentañ[kemmañ]

Evit tud-zo, an teknik da gemer ur skeudenn a oa anavezet abaoe pell, da skouer gant Aristot. Gouzout a rae lakaat ar wirvoud e-barzh ur boest, ret e oa ober un toull er gambr du evit gwelout ar skeudenn en tu kontrol.

Ar poltred 1añ, graet e Saint-Loup-de-Varennes, gant Nicéphore Niepce e 1826

Adalek 1780, Jacques charles, brudet evit e ijinadenn war an hidrogen, a zo deuet a-benn da sonnañ un drolinenn a-drugarez d'ar gambr du, war baper gant klorur arc'hant ha kouevr ennañ. Joseph Nicéphore Niepce, un ijinour eus Chalon-sur-Saone a raio un taol-arnod gant ar c'hlorur hag ar c'houevr en ur ouzhpennañ nitrat arc'hant ha sodium, evit ma chomfe ar skeudenn war ar paper. Klask a raio lakaat ar skeudenn war plakennoù staen gant ur seurt koultron naturel anvet Judée, warnañ. Ar c'houltron-se a servijo da galetaat ar skeudenn. Diwar an taol-arnod-se e teuio maez ar poltred gentañ, e 1826.

Daguerreotype

Ma 'vez sellet pizh ouzh ar poltred-se, gwelet e vez ez eo ispisial ar gouloù enni. An heol a zo e kaoz rak, troet en deus eus an tu kleiz d'an tu dehou, gant ur goulou dizingal a-hed an devezh. Ret eo gouzout, d'ar mare-se, lakaet e voe ar poltriji da sec'hiñ etre 14 hag 18 eurvezh dindan an heol. Nicéphore a varvas e 1933. Louis Jacques Mandé Daguerre a gemeras e blas evit kenderc'hel e labour hag e enklaskoù. Dont a raio a-benn da wellaat c'hoazh sklêrijenn ar poltred. E 1939, diskouez a raio e ijinadenn dirak Francis Aragos, ur skiantour brudet d'ar mare-se. Adalek an deiz-se eo bet lavaret e oa bet ijinet ar poltred kentañ e 1939, deiziad ofisiel. Anvet eo an ijinadenn-mañ an "Daguerreotip". A-drugarez d'an Daguerreotip-se, berraet e vo an amzer evit kaout ur poltred. Tremenet omp eus 18 eurvezh d'ar muiañ, da 30 vunutenn, pa 'vez brav an amzer.

An emdroadur[kemmañ]

Aet eo kalz war-raok teknikoù ar c'hemer poltriji. Disoc'hoù an enklaskoù war ar sujed, a zo bet kemeret gant Bro-C'hall, ha pep hini a c'helle gwellaat ar reizhiad-se buan a-walc'h.

An araokadennoù a heul tri hent disheñvel[kemmañ]


  1. Berraet eo bet c'hoazh an amzer da sec'hiñ a-drugarez d'ar sklêrijenn en davezel.
  2. Gwellaet eo bet ar stabilded e-keñver an tennadur.
  3. Adaozet eo bet ar binvioù poltriji. Simplaet int bet. Da skouer, skañvoc'h e teuont da vezañ, stabiloc'h ivez. Modernekaet eo bet e-keñver ar stumm hag an teknikoù da gemer ur poltred.

Ijinadenn ar film ouesk[kemmañ]

Boest lizhiri Kodak
Ur poltred war ur film ouesk

Ar poltriji kentañ, e gwenn ha du, a oa krouet war plakennoù gwer. Met, kemer a rae re a blas ha pounner e oa. Neuze, e 1884, George Eastman en deus lakaet e-pleustr ar filmoù ouesk. Ar filmoù-se a c'helle degemer meur a poltriji er beñveg.

Ur gwir reveulzi eo bet e-touez bed ar poltred. Adalek ar mare-se eo bet krouet ar c'h/Kodak gentañ. Savet eo bet gant ar gevredad Eastman. Ur wech kemeret ar poltriji, kaset e voent betek Rochester (New-York), a-benn diorroañ anezho hag adkargañ ar beñveg. Ur wech echuet, e voe kaset an hollad en-dro.

Padout a raio ar reizhiad-se betek ar bloavezhioù 2000. Rak, e 2007, serret e vo al labourva diwezhañ eus ar gevredad Eastman Kodak.

Donedigezh al livioù[kemmañ]

Charles Cros hag Louis Ducos a ginnigo diazezenn al luc'hskeudenn gant livioù. Ar pal, a oa liammañ an tri liv pennañ, anvet ivez al livioù kentañ, ar ruz, ar melen hag ar glas. An teknik-mañ a vo adpaket ha nevesaet gant Prokudin Gorskii etre 1900 hag 1918. Koulskoude, ret e vo gortoz 1935 evit kaout binvioù a gemerfe poltriji gant livioù a-drugarez d'ar gevredad Adfacolor ha d'ar Kodachrome. Krouet e vo binvioù kalz modernoc'h, gant ur goc'henn ouesk. Met chom a raio diaes d'an implij c'hoazh. Gortozet e vo 1946 evit gellout ober poltriji liv gant ur reizhiad simploc'h ha digor d'an holl. Ar berzh-se a vo bevennet memestra, rak, ne oa ket kalz a baper a oa dibres, ha lakaet war ar marc'had gant Kodacolor. Ar verbiadoù a oa strizh abalamour d'an holl verregezhioù an eil brezel bed (1942). Goude ar brezel, tro-dro d'ar bloavezioù 1950 e vo adarre kresket ar berniadoù paper hag ingalet diouzh an ezhommoù.

Ar binvioù war ziorren[kemmañ]

Emdroadur ar binvioù poltriji

Ar filmig gentañ[kemmañ]

E 1909, Etienne Mollier, luc'hskeudenner gall, 'n eus bet ar mennozh da sevel ur filmig bihan a bado 35 vunutenn, gant ur beñveg anvet ar C'hant-dremm; (Cent-Vues, e galleg). Ar beñveg-se a oa d'ar mare-mañ, unan eus ar re vihanañ hag a c'helle pakout poltriji eus 18/24mm. Ar C'hant-dremm-se a zo bet savet e 1910. Da heul, e c'hounezo Etienne Mollier, priz kentañ ar genstrivadeg Lépine. Er memes lañs, hag hep gortoz betek re, e vo lakaet ar beñveg-se da werzhañ war ar marc'had, met, hep brud a-walc'h ne vo ket gwerzhet kalzig dioutañ.

Ar Polaroïd[kemmañ]

Tro-dro d'ar bloavezhioù 1948, e lakao e-pleustr ar mezeg Edwin H.Land, ur beñveg gouest da ziorroen d'un taol ur poltred anvet ar Polaroïd e 1962. Adalek ar bloavezhioù 1980 e vo modernekaet ha gwerzhet ar beñveg-se.

Torosennadur[kemmañ]

Adalek 1841, e enklasko al luc'hskeudennerien reiñ un torosennadur d'ur poltred. Evit-se, e vo ret gortoz ha leuskel ur pennadig amzer etre pep foto. E 1850 eo bet ijinet binvioù gouest d'ober ur boltred sternet gant ur werenn-bal. Un taol-lañs bras a vo e-barzh bed ar poltriji, hag hini ar gevredigezh. Araokadennoù bras ar poltriji a vo stadet etre an XIXvet kantved hag an XXIvet kantved. E-touez an disoc'hoù pennañ eus ar wagennad teknologel-se, en em zizalc'ho ur beñvegad dispac'hel, ar beñveg niverel.

Ar binvioù poltriji bihanoc'h-bihanañ[kemmañ]

E 1913, e krouo ar savour beñveg Oskar Barnack, ur beñveg anvet al Leica. Ar beñveg-se a implijo ar ment bihanañ gwelet e bed ar poltred. Al Leica a gemero poltriji eus 24x26mm. Ar ment-se a zo chomet diouzh ar c'hiz betek fin an XXvet kantved.

An niverel[kemmañ]

A-drugarez d'an holl teknikoù stennegel eo bet treuzfeurmet ar skeudenn en ur strollad a pikoù bihan anvet piksel. Diaes eo bet da lakaat an teknik-se war-raok, rak ne 'z eus netra ken da welet gant ar film ouesk pe gant ar goc'henn. Hiziv an deiz, graet 'vez toud gant an teknologiezh nevez. Evit kaout ur poltred a c'halite, eo ret kaout ar muiañ a piksel posubl.
E 2008, eo bet savet un teknik evit lakaat 15 milion a piksel, ar pezh a ra ur poltred brav gant ur ment digemerus. Ar reizhiad-se a vo perc'henet da gentañ gant ar merk Samsung.

Binvioù niverel disheñvel

Perzhioù mat an niverel[kemmañ]

Gant al luc'hskeudennoù niverel, gellout a reomp cheñch ar poltred, eilaozañ anezhi hervezh hor c'hoantoù, gant ma vo gant pep hini un urzhiataer gant ur program spesius pe stag ouzh ar beñveg. Ur frankiz ouzphpenn eo bet evit an dud da grouiñ skeudennoù all estreget ar reoù tapet gant o beñveg. Burzhud an niverel en deus digoret dorioù nevez d'ar skeudenn.

Ur boum war internet[kemmañ]

E 2003 ez eus bet ur boum war internet. Krouet eo bet lec'hiennoù ma 'z eus bet tu da bep hini, embannañ ar pezh en doa c'hoant, ha lakaat poltriji ha skeudennoù e-leizh e-barzh. Deuet eo da veza­ñ brudet-tre seurt lec'hiennoù evit al luc'hskeudennoù. Harpomp da skouer diwar al lec'hiennoù skyblog pe Facebook,'lech ma 'z eus bemdez milionoù a boltriji, skeudennoù pe bennadoù embannet warno.

Merkoù disheñvel an niverel[kemmañ]

A-hed ar bloavezhioù 2000, ez eus bet ur bern a merkoù nevez e bed an niverel. Setu lod anezho, ar re bennañ :

Ar marc'had a zo levezonet gant Canon (18.7 %) hag Sony (15.8% )

Al luc'hskeudennoù[kemmañ]

Abaoe he c'hrouidigezh, al luc'hskeudenn a zo liammet gant e ziorren teknikel. Gwelet eo bremañ evel un arz brudet. Gant an niverel, gwelet e vo ar poltriji evel renabl ar bed. Eñvorennoù war baper. An niverel'n eus cheñchet bed ar poltred. Gant e deknologiezh met ivez gant e fonksionoù. Tu zo kavout war-dro 20 fonksion e-barzh ur beñveg niverel neuze ar gouiziegezhoù a zo bremañ anavezet gant tout an dud. Bremañ, ne 'z eus ket tud ar vicher nemetken, a oar penaos falsañ pe eilaozañ ur foto. Ar c'houiziegezh war ar beñveg poltriji a zo diraezus d'an holl.

Al livadurioù[kemmañ]

A-raok krouidigezh ar binvioù niverel, e oa al livadurioù diouzh ar c'hiz. Ur pal o doa; livañ ar wirvoudel. Met stanket e oant, rak, c'hoant o devoa livañ ar faltazi ivez. Setu perak, adalek ma ez eo bet krouet ar beñveg poltriji 1añ, al livourien o deus bet muioc'h a frankiz d'ober o arz.

Un arz brudet[kemmañ]

Hovering 2006.jpg

Un arz brudet, digor d'an holl.

Al luc'hskeudennoù a zo erruet d'ur mare ma oa deuet da vezañ boutin da gaout ur poltred en tiegezhioù. Met a-raok, bez e oa nemet ar vourc'hizienn o devoa poltriji en o zi, pe livadennoù, rak, koustus-tre e oa da baeañ ul livour. Ne oa ket un arz digoret d'an holl.

Hiziv-an-deiz, kazi an holl a zo gouest da gemer ur foto. reizhiad ar poltred en deus cheñchet e-keñver an teknologiezh hag e-keñver ar gevredigezh. An doare nevez-se, da gemer poltriji, a zo bet anvet "Arz brudet" rak bremañ, an holl a c'hell implij ur beñveg poltriji evel o deus c'hoant.

Ur sell nevez[kemmañ]

Al luc'hskeudennoù a zo gwelet evel an eilvet arz brudetañ er bed (a-dreñv al livadurioù hag dam gevatal gant ar skinwel hag ar radioù). An arzoù-se a zo anvet Arzoù ar media. Al luc'hskeudennerezh a zo ur reizhiad teknikel ha mekanikel evit merañ un den, ul lec'h, un eñvor, war baper pe war an urzhiataer. Se a zo ivez un doare dihervez, sinet gant un oberour. Al luc'hskeudennoù o deus kavet o hent davet bed an arz; en nann-gwirvoudel.

Luc'hskeudennerien brudet[kemmañ]

Setu aze ul listenn a luc'hskeudennerien brudet eus ar vicher :

Festoù ha bodadegoù arzourien ar poltriji[kemmañ]

Un nebeud gouelioù e bed ar poltred :

Gwelet ivez[kemmañ]

Luc'hskeudennerezh