Arthur Dallidet

Eus Wikipedia

Arthur Dallidet (anvioù-stourmer er Strollad Komunour Gall: Emile, Nemrod, Guy ha Max[1]) (1906 e Naoned-30 a viz Mae 1942 er Mont-Valérien) a oa ur politikour breizhat. E karg eus aozadur ar Strollad Komunour Gall e-pad an dalc'herezh alaman e oa. Harzet e voe gant ar polis gall ha fuzuilhet gant an Alamaned.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dud a gendue gant ar Strollad Komunour Gall. Implijet ha micherour e voe en Naoned araok divroañ da Bariz e 1928. Kavout a reas labour el labouradeg Renault e Billancourt met skarzhet e voe goude daou viz. e 1932 e emezelas er Strollad Komunour. E 1934 e kavas labour e ti Renault en hevelep labouradeg, dindan un anv faos. Karget e voe da aozañ ar strollad en embregerezh. Skarzhet e voe en-dro[1].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Bernhard H. Bayerlein, Mikhaïl Narinski, Brigitte Studer, Serge Wolikow, Moscou-Paris-Berlin - Télégrammes chiffrés du Komintern (1939-1941), Embannadurioù Tallandier, Pariz, 2003, p. 560