Artemisia (Rembrandt)

Eus Wikipedia
Artemisia
Rembrandt, 1634
Eoullivadur war vezher
142 × 152 cm
Mirdi ar Prado
Madrid
Spagn

Artemisia o resev ludu Mausolos (anavezet ivez evel Sofonisba o resev ar gibad kontammet) zo ul livadur gant Rembrandt Harmenszoon van Rijn hag a zo war ziskouez e Mirdi ar Prado e Madrid, e Spagn. Sinet eo "REMBRANDT F: 1634".

N'eo ket gwall fraezh petra eo sujed an daolenn. Ar vaouez a weler a c'hall bezañ pe Sofonisba pe Artemisia, pe ur rouanez bennak en abeg d'he braverioù, a zo o resev ur gib digant ur vatezh. Mard eo Artemisia eo ludu he fried eo a zo er gib, mard eo Sofonisba eo kontamm.
Tud zo a soñj gante e c'hallfe ivez bezañ Judit e banvez Holofern.


Soñjal a reer eo Saskia, gwreg Rembrandt, eo ar vaouez poltredet.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Roberta D'Adda, Rembrandt, Milano, Skira, 2006.