Artakama

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Artakama[1] a oa ur verc'h da Artabazus, mab-bihan d'ar roue Artaxerxes II, ha satrap Daskyleion dindan Artaxerxes III ha Darius III, ha goude satrap Baktria dindan Alesant Veur. N'ouzer ket gwall vat piv a oa mamm dezhi, met krediñ a reer e oa gwreg nemeti Artabazus, ur c'hoar, dianav hec'h anv, d'ar vreudeur Memnon ha Mentor Rodos, jeneraled e servij roue Pers e dibenn ar bloavezhioù 340 kent JK hag e-pad ar bloavezhioù 330 kent JK.

Dimeziñ a reas Artakama da b-Ptolemaios Iañ Sôter e 324 kent JK. Bugel ebet n'o doe, hervez a ouzer bepred.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. PP VI 14494 = PP VI 14487, Arrian Anabasis 7.4.6.