Arrotino

Eus Wikipedia
An Arrotino, hervez ur skeudenn anezhañ graet gant Giorgio Sommer (1834-1914)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

An Arrotino ("ar breolimer" en italianeg), anvet ivez ar Scythian, al lemmer-kontilli, Apollon ha Marsyas, zo un delwenn roman-ha-hellenadek eus skol Pergamos ma weler ur gwaz o lemel ur gontell war ur vreolim.

Dizouaret e voe an delwenn e penn-kentañ ar XVIvet kantved ha meneget en ur renabl graet war-lerc'h marv ar bankour Agostino Chigi (1466-1520) en e genkiz e Trastevere, a zo deuet da vezañ ar Villa Farnesina[1].

War ziskouez emañ en Uffizi, a-gevret gant livadurioù, abaoe an XVIIIvet kantved.

Tribuna of the Uffizi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E korn traoñ kleiz e daolenn Tribuna of the Uffizi, al livour Johann Zoffany (1733-1810) a ziskouezas an Arrotino evel ma oa en Tribuna adalek ar bloavezhioù 1770, gant an delwenn etrusk Kimera Arezzo a-dreñv dezhañ ; capriccio ("froudenn") a reer eus an dastum henzelwennoù en un daolenn.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Uno Augure di marmore, sta a ginocchi piegati et sega un saxo » ("un aogur marmor, en e gluch, o lemmañ ur gontell war ur vreolim").