Arouezioù LGBT

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Stop bad orthography.png Tabut war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer. Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin..


Amañ da heul e vez kinniget ur roll eus an aroueziañ muiañ-implijet evit ober dave d'an dud LGBT (Lesbianel, Gae, Divrevel ha Treuzrevel) gante o-unan.

Tric'hornioù du ha roz[kemmañ]

Black triangle.svg
Pink triangle.svg

Gwelet ar pennad pennañ-mañ

Dont a ra an daou arouez zo eus ar merkoù e veze rediet da gwiskañ kement an baotred heñvelrevel (Tric'horn roz) hag ar maouezed "enep-sokial", en o zouez al lesbianed (Tric'horn du).

Lambda[kemmañ]

Lambda roz.PNG

E 1970 e oa bet dibabet al lizherenn c'hresianek lambda evel ur c'hampagn bet lañset gant Krevredad an Emsaverion C'hae (Gay Activists Alliance) o stourm evit frankiz ar re c'hae. Pevar bloaz war-lerc'h e oa bet dibabet en-dro evel arouez ar C'hendalc'h Etrebroadel evit Gwirioù ar re C'hae (International Gay Rights Congress) dalc'het e Din-Edin (Bro-Skos). Peurliesañ e vez livet al lizherenn gant al liv roz pe limestra.

Banniel kanevedenn[kemmañ]

Gay flag.svg

Gwelet ar pennad pennañ-mañ Gant Gilbert Baker e oa bet krouet ar banniel kanevedenn a-ratozh e 1978 evit Dibunadeg Frankiz Gae San Francisco.

Kelc'hioù ar frankiz[kemmañ]

Krouet e oa bet kelc'hioù ar frankiz gant David Spada. Graet int gant aluminiom ha gwisket evel troioù-gouzoug, gwalennoù, troioù-brec'h hag all.

Ar vouc'hal daoubennek[kemmañ]

Bouc'hal daoubenn.jpg

Hervez ar vitologiezh c'hresian e veze liammet ar vouc'hal daoubennek ouzh an doueez Demeter (pe Artemis hervez ar vitologiezh roman). Sañset e veze graet lidoù gant darempredoù reizhel etre maouezed evit kanañ meuleudi an doueez-se. Hervez ar mojennoù e veze implijet ivez gant kadourezed Scythian hag a rene warne div rouanez war un dro. Arouez al lesbianelezh emren an hini eo.

Arouezioù an divrevelezh[kemmañ]

Gwelet pennad pennañ

Bi flag.svg

Krouet e oa bet banniel an divrevelezh gant Michael Page e 1998 diwar skwer banniel an heñvelrevelezh.

Arouezioù an dreuzrevelezh[kemmañ]

Gwelet ar pennad pennañ-mañ

Banniel an dreuzrevelezh

Krouet e oa bet banniel an dreuzreviadezh gant Monica Helms evit un dibunadeg lorc'h gae er Stadoù-Unanet e 2000.

Banniel ar BDSM[kemmañ]

Gwelet ar pennad pennañ-mañ

Banniel ar BDSM

Krouet e oa bet e er bloavezhioù 1980 gant Tony DeBlase ur banniel ispisial anvet Leather pride flag ("Banniel al Lorc'h Lêr") e saozneg evit an heñvelrevourion/ezed hag an arallrevourion/ezed hag a blij dezhe ar BDSM ((Hualelezh-sentelezh, Mestronelezh-sujelezh, Sadelezh-mazoc'helezh, diverradur diwar ar saozneg: Bondage-Discipline, Domination-Submission ha Sadism-Masochism).

Arouezoù nebeutoc'h implijet all[kemmañ]

Treuzrevelezh
Treuzrevelezh
Treuzrevelezh
Divrevelezh
Hollrevelezh


Ouzhpenn an arouezioù brudet-se e vez implijet meur a arouez all alies pe aliesoc'h, da skwer:.
Implijet e vez alies arouez an Aozadur Etrebroadel evit an Deskoni Revel (International Foundation for Gender Education (IFGE) [1] - e-krec'h a-gliez) evel arouez an dreuzrevelezh pe c'hoazh ur valafenn pe ur yin ha yang livet e roz ha glas sklaer;
E Henroma hag ivez er Breizh-Veur en XIXvet kantved e veze implijet al liv gwer evit ober dave d'an heñvelrevelezh;
Abaoe ar 1añ kantved eo bet implijet ar bleiz-broc'h, ar c'had hag ar gaerell evel arouezioù an heñvelrevourion;
Talvezout a rae ivez ar feniks da arouez an heñvelrevourion dre ma tiskwele penaos e "adc'hane" ar c'halc'h bewech ma veze entanet.

Gwelet ivez[kemmañ]


Liammoù diavaez[kemmañ]

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.