Arnaut Daniel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Arnaut Daniel

Arnaut Daniel a oa un troubadour provañsat eus an XIIIvet kantved a oa bet barnet gant Dante Alighieri evel "il miglior fabbro" (ar c'hrouer gwellañ) hag anvet mestr meur ar garantez gant Francesco Petrarca.

Gwall nebeut a anavezer a-zivout e vuhez. Hervez ur vida' e vefe ganet en ur familh nobl e kastell Rabairac e bro-Berigord met livet e vez alies evel ur furlukin paour. Krouer ar sestina e voe. Hervez Henry Wadsworth Longfellow eñ-defe skrivet Lancillotto or Launcelot of the Lake met prouenn ebet eus an dra-se ez eus. Meneget eo ivez gant Dante e Divina Commedia.

Ne chom nemet 16 barzhoneg gant Arnaut Daniel hag unan hepken gant muzik. Aozet e oa bet ar muzik-se ur c'hantved d'an nebeutañ goude marv an arzour.

Liammoù diavaez[kemmañ]

(en) (oc) Oberennoù Arnaut Daniel