Armando Guebuza

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Guebuza2006.jpg

Armando Emilio Guebuza (ganet d'an 20 a viz Genver 1943 e Murrupula) zo ur politikour mozambikat ha prezidant Mozambik abaoe 2005.

Emezelañ a reas Guebuza er Frelimo goude ma krogas ar brezel ouzh Portugal evit dieubidigezh Mozambik. Pa voe gounezet he dizalc'hiezh gant ar vro e 1975 e oa deuet Guebuza da vezañ ur jeneral a-bouez hag unan eus izili pennañ ar Frelimo. Ministr an diabarzh e voe e gouarnamant Samora Machel. Dileuriad ar Frelimo e oa pa voe sinet ar peoc'h etre ar Frelimo hag ar Renamo e 1992. Gounezet en deus an dilennadegoù e miz Kerzu 2004 ha deuet eo da vezañ trede prezidant Mozambik d'an 2 a viz C'hwevrer 2005. Addilennet eo bet e 2009.