Armand Tuffin ar Roueri
Eus Wikipedia
Charles Armand Tuffin, markiz ar Roueri, (an 13 a viz Ebrel 1751 e Felger - an 30 a viz Genver 1793 e Sant-Denwal), a oa ur brogarour breton.
Dispac'h Amerikan [kemmañ]
Un ofisour marc'hegerezh e oa hag a servijas dindan banniel ar Stadoù Unanet e-pad Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet (1775 - 1783). Anavezet e oa eno evel Colonel Armand. Perzh en deus bet en Emgann Camden, Emgann Guilford Court House hag Emgann Yorktown e 1781. Dont a reas da vezañ mignon George Washington.
Dispac'h Gall [kemmañ]
Da gentañ e oa dedennet gant ar mennozhioù frankizour. Koulskoude e teuas buan da vezañ a-enep an Dispac'h Gall pa'z eas diroll. Difenn a reas Frankizoù Breizh. Penn ar c'havailhad breton e oa hag a roas ar Chouanerezh.