Argemmvac'henn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Derc'hennadur kevregat ar gevreizhenn argemmvac'hel diazez e (e du), diazez 10 (e ruz)ha diazez 1/2 (e glaz)

Ar c'hevreizhennoù argemmvac'hel zo ul lodenn a 'n arloadurioù pouezusañ e dezrann, pe en un doare hollekoc'h e jedoniezh pe en domanioù arloadur anezhañ. Bez' ez eus meur a zespizadur kevatal eus ar c'hevreizhennoù argemmvac'hel gwerc'hel:

An despizadurioù diforc'hel a gevaraez da ledañ despizadur ar c'hevreizhennoù argemmvac'hel da gevreizhennoù eus C da C* pe zoken eus an egorioù kempleshañ ; amañ neuze ez arverer anezhañ e mentoniezh riemannian pe e damkaniezh strolladoù Lie, pe c'hoazh e studi aljebroù Banach.

Arloadurioù elfennel ar c'hevreizhennoù argemmvac'hel gwerc'hel pe gemplezh a sell ouzh diskoulmadur an ataladoù orgemmel, mont-en-dro damkaniezh Fourier, .... hogen, tachennoù arloadurioù ar c'hevreizhennoù argemmvac'hl zo ivez ledan kenan : studi kengresk ar strolloù, h.a.