Are You Being Served?
Eus Wikipedia
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Are You Being Served? a zo un heuliad skinwel saoz skignet etre 1973 ha 1985. Tremen a ra en ur rannstal dilhad evit Paotred ha Plac'hed e Grace Store, ur stal bras faltaziek e Londrez. Skrivet a oa bet gant Jeremy Lloyd ha David Croft, gant sikour Michael Knowles ha John Chapman. E-pad an trizek bloavezh a pade ar sitcom, ne zeue war wel e-pad an holl 69 degouezh nemet Frank Thornton, Mollie Sugden, John Inman, Wendy Richard ha Nicholas Smith eus an aktourien kentañ.
Tudennoù [kemmañ]
- Mrs. Betty Slocombe (Mollie Sugden) a zo penn rann ar plac'hed. Cheñch a ra alies he liv blev ha komz a ra alies-tre diwar-benn he c'hazh a ra pussy eus outi.
- Mr. Wilberforce Claybourne Humphries (John Inman) a zo un den lallig a labour e renn ar baotred hag a zo o chom gant e vamm.
- Captain Stephen Peacock (Frank Thornton) a zo izrener estaj an dilhad hag a gomz alies diwar-benn e amzer tremenet o stourm gant an arme saoz e-pad an Eil Brezel Bed, ar pezh a zo faos peogwir en doa servijet e-barzh an Service Corps ha biskoazh n'en doa gwelet stourmoù.
- Miss Shirley Brahms (Wendy Richard) a zo ur plac'h koant eus ar renkadoù-labour a gaozeal en un doare cockney hag a labour e-kichen Mrs. Slocombe.
- Mr. Dick Lucas (Trevor Bannister) a zo un den hep arc'hant a labour gant Mr. Humphries.
- Mr. Ernest Grainger (Arthur Brough) en deus labouret e-pad 40 bloaz evit ar stal hag a chom kousket alies.
- Mr. Cuthbert Rumbold (Nicholas Smith) a zo penn ar rann, un den autokratel ha luban.
- Young Mr. Grace (Harold Bennett) a zo perc'henner ar stal. Kozh Noe eo, met kavet e vez atav plac'hed yaouank war-dro anezhañ.
Liammoù [kemmañ]
- (en) Are you being served? war lec'hienn ar BBC.