Ardenne

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An Ardenne zo anv menezioù izel koadek e reter Belgia, e Luksembourg, hag en hanternoz Bro-C'hall.

Istor[kemmañ]

Dont a ra eus al latin Arduenna, a c'hallfe bezañ a orin keltiek, a oa anv ur c'hoad bras a c'holoe menezioù an Ardenne, anv meneget gant Kaezar ha Strabon. Hervez tud zo e talvezfe kement hag an hini du.

Hiziv e kaver an anv e meur a rannvro, naturel pe melestradurel, ken ez eo diaes ar gudenn da ziluziañ. N'eo ket ar re a glask preizhañ an anv a sklaerao an traoù.

Anvioù[kemmañ]

  • An Ardenne, pe Ardennes, zo ur rannvro naturel er c'hreisteiz d'ar stêr Meuse ha d'ar Sambre, en hanternoz da blaenennoù Lotringen ha Champagn, hag a oa an Arduenna Silva.

Ar vro istorel-se zo enni rannvroioù en-dro d'ar menezioù: ar Fagne, ar Fagne-Famenne, ar Famenne, an Hautes Fagnes, an Eiffel, an Oesling, ar Calestienne, un darn eus ar c'h-Condroz.

Gwelout ivez[kemmañ]