Arc'hantina

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
República Argentina 
Flag of Argentina.svg
(Banniel)
Coat of arms of Argentina.svg
(Ardamezioù)
Argentina on the globe (all claims hatched) (Chile centered).svg
Yezhoù ofisiel Spagnoleg
Kêr-benn Buenos Aires
Prezidant Cristina Fernández de Kirchner
Gorread
- Etre tout
- % a zour

2 766 890 km²
1,1%
Poblañs

- Etre tout (2005)
- Stankter


36 260 130
15/km²

Dizalc'hidigezh

- Disklêriet
- Anzavet

Diouzh Spagn

25 a viz Mae 1810
9 a viz Gouere 1816

Moneiz Peso
Gwerzhid eur UTC -3
Kan broadel Himno Nacional Argentino
Kod war ar genrouedad .ar
Kod pellgomz 54

Arc'hantina zo ur vro eus Amerika ar Su. Emañ etre aradennad an Andoù ha su ar Meurvor Atlantel. En-dro da Arc'hantina emañ Uruguay, Brazil, Paraguay, Bolivia ha Chile. Ar spagnoleg eo ar yezh ofisiel. Buenos Aires eo ar gêr-benn. Savet eo anv ar vro, e spagnoleg evel e brezhoneg, diwar an elfenn arc'hant, ur metal rouez a greded e oa kalz anezhañ er vro.

Istor[kemmañ]

Ar roudoù kentañ eus annezidi en douaroù a zo aet d'ober stad Arc'hantina a gaver e su Patagonia, war-dro 13 000 bloaz zo. Gwalarn ar vro a zeuas da vezañ un darn eus an implaeriezh Inka en eil hanteren ar XVvet kantved.

Istor skrivet ar vro ne grogas nemet goude donedigezh Europiz, abred er XVIvet kantved. Ar re gentañ o tilestrañ er vro e voe ar Spagnad Juan Díaz de Solís hag e vartoloded e 1516.

E 1776 e voe savet gant ar Spagnoled Besrouantelezh Río de la Plata gant an douaroù bet aloubet ganto en-dro d'ar Río de la Plata. Goude Emsavadeg miz Mae e 1810, e voe savet galloudoù dizalc'h diouzh Spagn hag a-benn ar fin e voe embannet an dizalc'hiezh d'an 9 a viz Gouere 1816. Trec'het e voe ar Spagnoled da vat, e meur a emgann, gant ar jeneraled José de San Martín, Manuel Belgrano ha Martín Miguel de Güemes, ha re all c'hoazh. Embannet e voe ar vonreizh e 1853, goude diktatouriezh Juan Manuel de Rosas.

En XXvet hag en XXvet kantved e voe meur a grogad start etre mirourien ha frankizourien, hag etre kostezennoù politikel hag an arme. Goude an Eil Brezel-bed e voe gwelet Juan Perón o kemer ar galloud. Meur a daol-stad a voe goude-se gant an arme. Goude diaesterioù armerzhel bras ha goude Brezel an Inizi Maloù, e 1983, e teuas gouarnamantoù demokratel en-dro e penn ar vro. Meur a vouezhiadeg zo bet abaoe, ha daoust d'an diaesterioù armerzhel bras ha d'ar monc'hwez er bloavezhioù 2000 e talc'h ar vro da vezañ renet evel ur republik demokratel.

Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.