Arar
- An Arar eo ivez anv kozh ar stêr Saône.
An arar (erer el liester, diwar arare, arat, e latin) a zo ur benveg da labourat an douar, pe da arat, hag a anavezer abaoe ar bloavezhioù 3000 (IVvet milved kent JK) e Mezopotamia.
Staget e veze ul loen outi, sachet e veze gantañ, ha drailhet gorre an douar. Hiziv e lavarer ne veze ket digoret don a-walc'h an douar. Da gentañ ne oa nemet un tamm koad en he fezh, goude eo betek pemp tamm a yae d'ober anezhi.
Taolenn |
[kemmañ] An anv
Arar pe alar a vez implijet, hag ivez alaer.
[kemmañ] Daou venveg
E gwirionez ez eus daou venveg dindan an hevelep anv.
[kemmañ] An arar goad
Honnezh eo ar benveg kozh implijet e Breizh betek dibenn an eil brezel bed e tachennoù zo.
[kemmañ] An arar houarn pe dir
Honnezh eo ar benveg a vez graet "brabant", "klev houarn" (pe "klevioù") (er vro vigoudenn), "daoubenneg" (e-kichen Douarnenez), anezhi ivez.
Ar penn a-raok a vez graet ar c'hilhoroù anezhañ.
[kemmañ] Arar a-vremañ
[kemmañ] Daveoù
E skridoù zo e vez komzet eus meur a seurt erer:
- Un arar da blomañ (TBP 1/118) zo un arar da freuziñ douar
- Un arar da gignat ( TBP 2/257): ne ra nemet kignat an douar.
[kemmañ] Un devezh-arat
[kemmañ] Implijoù all
E Breizh, e Karaez, e vez aozet ur fest a vez graet Gouel an Erer Kozh anezhi.