Araokadur evit an Inizi (Marksour-Leninour)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Inizi Faero
Coat of arms of the Faroe Islands.svg

Un darn eus an heuliad a-zivout:
Politikerezh ha gouarnamant
Inizi Faero


See also:
Politikerezh Danmark


Broioù arall · Atlas
 

Araokadur evit an Iniz (Marksour-Leninour) (e faeroeg: Oyggjaframi (marx-leninistar), OF(m-l)) a oa ur strollad komunour marksour-leninour bet krouet en Inizi Faero da heul un disrann e diabarzh kevrenn Tórshavn Araokadur evit an Inizi - Sokialourion Faero.

Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn Arbeiðið ("Labourerion") etre 1976 ha 1984 ha divodet e oa bet war-dro 1984.

Er penn-kentañ e kenlabouras ar Strollad gant strolladoù marksour-leninour eus Skandinavia, en o zouez Strollad Komunour al Labourerion (Norvegia), ar C'hevre Komunour Marksour-Leninour (Sveden), Strollad Komunour al Labourerion (Danmark), aozadurioù marksour-leninour eus Finland hag ar C'hevre Komunour (Marksour-Leninour) (Island).

Da heul an disrann etre Sina hag Albania e savas Araokadur evit an Iniz (M-L) a-du gant linenn bolitikel Strollad Komunour Albania.

Er bloavezhioù diwezhañ a-raok ma oa bet divodet ar Strollad en doa liammoù start gant Strollad Komunour Danmark/M-L.