Aran Fawddwy
Eus Wikipedia
Aran Fawddwy zo ur menez e Mawddwy, un vroig kozh e Gwynedd, e Kembre, e kreisteiz Park Eryri. 905 metrad uhelder zo dezhañ ha gant se eo an eil menez uhelañ e Kembre, war-lerc'h Yr Wyddfa.
An tostañ kêriadennoù dezhañ eo Dinas Mawddwy er c'hreisteiz, Llanymawddwy er gevred, Rhydymain er c'hornôg ha Llanuwchllyn en hanternoz.