Arabeleg
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Urzh ar gerioù : valign="top"|Frammadur silabek :
| Arabeleg (Tapweyokwaka) |
|
|---|---|
|
|
|
| En arvar bras | |
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Perou |
| Rannved : | Amerika |
| Komzet gant : | 50 |
| Renkadur : | |
| Familh-yezh : | Yezhoù zaparoek
|
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | - |
| Akademiezh : | - |
| {{{livfamilh|Diouer}}}}}; font-size:120%; color:{{{livlizherennou}}};"|Rizhouriezh | |
| SOV | |
| (C)(G)V(G) | |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | - |
| ISO 639-2 | |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | ARL |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh zaparoek eo an arabeleg. Komzet eo gant 50 a dud, war ur boblañ veuriadel a 500, e div geriadenn war ribl ar stêr Arabela e Perou. An dud gozh hepken e implij tra ma ra izili arall ar strollad gant ar c'hetchwaeg.
Taolenn |
Doare skrivañ ha fonologiezh[kemmañ]
Ur yezh dre gomz eo an arabeleg. Un doare-skrivañ a oa bet ijinet evitañ avat gant ar yezhourien. An hevelep reolennoù hag ar spagnoleg a heul gant un nebeut disheñvelderioù :
- Distagañ a ra an arabeleg ar vokalennoù berr diouzh a vokalennoù hir a vez diskouezet dre lizherennoù doubl : shaaqui : n'eus ket
- c ha qu' a vez distaget g en trede silabenn ar ger pe en eil hini pa vez ur vokalenn hir er silabenn gentañ : jaaquejoriquiaa :o kanañ edon.
- e a zo digoroc'h eget e spagnoleg ha derc'hel a ra ul lec'hiadur-etre etre e hag i : muenu : kolier
- j a ve distaget c'h evel e spagnoleg met c'hwekoc'h e vez ha distaget dre-fri : jaanu : nijal
- ar vokalennoù a vez distaget dre fri kent n ha m
- r a vez distaget n wechoù'zo.
Pouezh-Mouezh[kemmañ]
War ar silabenn gentañ emañ ar pouezh-mouezh ar peurliesañ met pas atav. Ar silabenn heñvel an eil ouzh eben a vez kenveuzet alies : jonenejonu > joonejonu : c'hwitellat
Vogalennoù[kemmañ]
| A-raok | Tost a-raok | A-greiz | A-dreñv | |
|---|---|---|---|---|
| Serr | i | u | ||
| Damserr | ɪ | o | ||
| Digor | a |
Kensonennoù[kemmañ]
| Diweuz | Dent | Kevig | Drekkevig | Drekstaon | Troc'h-avel | |
|---|---|---|---|---|---|---|
| Dre serriñ | [p] | [t] | [k] | |||
| Dre daravat | [s] | [ʃ] | ɦ | |||
| Dre fri | [m] | [n] | ||||
| Dre dostaat | [w] | [j] | ||||
| Dre froumal | [r] |
Yezhadur[kemmañ]
An anv[kemmañ]
Reizh yezhadurel ebet a zo gant an arabeleg. Ebit un nebeut a c'herioù, o livañ tud dreist holl, e resisaer ar reizh dre stagañ lostgerioù
Cua niya-nu : Va mab
Cua niya-tu : Va merc'h
Ragañvioù[kemmañ]
Ragañvioù-gour[kemmañ]
Seizh ragañv-gour eñ-deus an arabeleg ha disheñvelañ a ra etre un ni endalc'hus hag un ni ezdalc'hus. Daou stumm o-deus ar ragañvioù zaparoek : oberiant ha gouzañvus. Implijet e vez ar stumm gouzañvus da ziskouez an dro-damall ha rener ur verb-stad.
| Oberiant | Gouzañvus | |
|---|---|---|
| Kentañ gour unander | janiya -nijia |
cua cu- / cuo- /qui |
| Eil gour unander | quiajaniya quiaa |
quia quio- -quia cero |
| Trede gour unander | nojuajua -Vri |
na ne no -quinio |
| Kentañ gour liester endalc'hus | pajaniya paa |
pa pue- -pue |
| Kentañ gour liester ezdalc'hus | canaa | canaa |
| Eil gour liester | niajaniya niaa |
nia nio |
| Trede gour liester | nojori | na no- |
Skouer[kemmañ]
Deroù Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den
Pámeere ííñújiri meíjcyame tsá múhójísí pañé ícubáhrádú meíjcyáítyuróne. Pámeere tsahdúré imí meíjcyame mewájyújcatsíñe mépíáábójcatsíiyá tsaatéké éhdííválletúmé éhne múu mépañétúéné nahbémuma meíjcyadu.
Daveoù[kemmañ]
- Dicconario Arabella—Castellano, Rolland G. Rich, Instituto Lingüistico de Verano, Perú – 1999
- Rich, Furne. 1963. "Arabela Phonemes and High-Level Phonology," SPIL I, 193-206
Liammoù diavaez[kemmañ]
Gwelet ivez[kemmañ]
Strollad Zaparo : Zaparoeg • Arabeleg • Andoeg†
Ikito-Kawarano : Ikiteg • Aouchirieg† • Kahouaraneg†
| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |