Arabeg Tadjikistan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh semitek ar c'hreiz eus is-skourr ar yezhoù arabek eo arabeg Tadjikistan (jugari, tajiji pe bukhari pe balkhi en Afganistan) komzet gant tro-dro da 6.00 den en holl e Proviñs Khatlon ha kêrioù Kuliab ha Leninabad e Tadjikistan (1.000 den), Afghanistan (5.000 den e 1967) hag Ouzbekistan (1998).

Tost eo da arabeg Mezopotamia.

Disheñvel-tre eo ar rannyezh Bukhara, bet levezonet-don gant an tadjikeg, diouzh hini Kashkadarya bet levezonet d'e dro gant an ouzbekeg ha yezhoù turkek all.

Ur yezh en arvar da vont da get an hini eo dre ma vez komzet nebeutoc'h-nebeutañ gant an dud.


Gwelet ivez[kemmañ]


Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.