Ar stourmer

Eus Wikipedia

Ar Stourmer a voe ur gelaouenn krouet gant Goulven Pennaod e 1962[1]. Al linenn-stur anezhi a oa an ideologiezh genel-werinelour, ar vroadelouriezh vreizhat hag an nevez-paganiezh. Dister-tre an niver a dud a lenne ar gelaouenn.

Skrivagnerion ar gelaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niverenn 3 Ar Stourmer, Mae-Mezheven 1962

C'hwezek niverenn a yeas d'ober heuliad niverennoù Ar Stourmer etre miz Genver 1962 ha miz Here 1964. Remont Jestin, Jon Mirande, Mikael Josseaume — hag a voe e penn ur gevredigezh Fraternité de la croix gammée[2] ("Breuriezh an hevoud") he anv — hag R. Glemareg a genlabouras gant Goulven Pennaod evit he sevel.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e kaved pennadoù hag a zisplege diazezoù ar ouennelouriezh hag an nevez-baganiezh enni ("Hent ar ouenn ? Hent an natur." gant Rigakos, en niverennoù 1, 2,3). Pennadoù ilizkas ("Ha kristen eo Doue an tad ?", R. Glemareg, niverenn 3) ha pennadoù war an etrekeltiegezh ha war ar yezhadur a gaved ganti ivez.

Levezonet bras e veze gant an ideologiezh nazi. Skeudennaouet e veze gant arouezioù an Trede Reich ha reoù pagan : hevoudoù, swastikaoù, runoù gotek. Troidigezhioù a ganennoù nazi a veze kavet en he niverennoù ( "Horst-Wessel-Lied" pe "Pa zeuio an SS en-dro").

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ar Stourmer, Projet de recherche en littérature de langue bretonne (Prelib)
  2. "On y reconnaîte la patte d'un extrémiste d'inspiration armoricaine fort actif, alors animateur de la Fraternité de la Croix gammée, Michel Josseaume. (in Petit dictionnaire des cultes politiques en France, 1960 - 2000" Cyril Le Tallec.