Ar brezhoneg hag ar post

Eus Wikipedia

Diaes a-walc'h eo an darempredoù etre ar brezhoneg hag ar post gall diwar-benn kement tra a vez skrivet e brezhoneg, ar chomlec'hioù war al lizhiri, pe ar paperoù lakaet e-barzh ar goloioù-lizheroù.

Gallekadur an anvioù-lec'h e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhonek eo ar braz eus an anvioù-lec'hioù hag anvioù-tud e Breizh-Izel, ha gall eo melestradurezh ar post. Dre ma ne fell d'ar velestradurezh-se anavezout nemet ar yezh ofisiel n'he deus ket kalz a zoujañs ouzh ar brezhoneg dre-vras, ne vern pegen tomm ouzh o yezh e c'hall an nebeud brezhonegerien a labour enni bezañ a-hend-all. N'eo ket techet da zegemer ar chomlec'hioù skrivet e brezhoneg eta, ha ne zegemere nemet ar stummoù gallek betek ar bloavezhioù 1970, pa grogas an emsaverien yaouank da implij ar brezhoneg dre skrid, betek lakaat kelaouennoù brezhonek evel Al Liamm da embann o chomlec'h e brezhoneg, pa ne raent nemet e galleg a-raok.

Skouerioù war al levrioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E 1979 e voe embannet Yezhadur berr ar brezhoneg, gant Roparz Hemon, en embannadurioù Al Liamm. El levr brezhonek-se e kaver meur a chomlec'h:
    • Hini Mlle Queillé, 47, rue notre-Dame, 22000 Guingamp. Ur stal-votoù e oa, ma veze gwerzhet levrioù Al Liamm.
    • Hini ar mouler: Moulerezh ar Baol, Bali ar Marichal-de-Lattre-de-Tassigny. Mankout a ra anv ar gumun, meneget en anv an ti-moulañ.
    • Hini merour Al liamm : P. le bihan, 16 rue des Fours à Chaux, Saint-Servan, 35400 Saint Malo.
    • Hini Skol Ober : Gwaremm Leurven 22310 Plufur Plestin-les-Grèves.

E pevar chomlec'h e kaver tri anv kumunioù e galleg. Daou anv brezhonek a gaver ivez: ar Baol ha Plufur.

Ur skrab[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2009, hervez Yves Amiard, rener al lizhiri evit ar C'hornôg[1] ne vefe nemet ur gudenn gant ar skrab (') na vez ket anavezet gant binviji optikel ar post. Se zo kaoz e oa bet broudet kumunioù Breizh, Plougerne en o zouez, da c'hallekaat o anvioù-lec'h evit aesaat labour ar mekanikoù, hervez ar Post.

Kod post e Bro-C'hall hag e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe ar c'hod-post e 1964, ha lakaet da 5 sifr e 1972, ha gant se e teuas un tamm kemm. Peogwir e veze lavaret e oa ar c'hod a gonte e krogas un toullad brezhonegerien d'ober gant anvioù kumunioù, ha re ar straedoù kement hag ober, e brezhoneg. Hag ar goumananterien yaouank da c'houlenn digant ar c'helaouennoù brezhonek ober kemend-all. Alies ne veze kudenn ebet, a-wechoù e vije traoù souezhus : lizhiri kaset da vale bro ur pennad a-raok kavout o hent, hag ul lizher kaset eus Barcelona da Vreizh zo bet tremenet dre vBelize zoken.

Kregiñ a reas tud da ober ivez gant chomlec'hioù brezhonek en o darempredoù gant ar melestradurezhioù hag an embregerezhioù : tailhoù, asurañsoù, bankoù. Skrivañ a raent o chomlec'h e brezhoneg hepken, dreist-holl war ar chekennoù brezhonek, evit rediañ ar velestradurezh d'ober gant o chomlec'h brezhonek : lodig a rae, re all a glaske gallekaat, hag a-wechoù n'eus forzh penaos zoken.

Droukziforc'h hervez ar yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lez-varn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un emsaver, Klaod an Duigou, a savas klemm abalamour ma nac'he ar post kas lizhiri gant chomlec'hioù brezhonek. Mont a reas an afer-se betek ar c'huzul-stad met dizarbennet e voe an Aotrou Duigou.

Penaos skrivañ ar chomlec'hioù e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a ra pep brezhoneger ober gant chomlec'hioù brezhonek ma kar, pe en un doare unyezhek, pe en un doare divyezhek.

Koulskoude n'eo ket anavezet ar brezhoneg gant ar post drem n'anavez nemet ar yezh ofisiel ar stad, ar galleg : pa zispleg penaos skrivañ ar chomlec'h, n'eus anv nemet eus anvioù-lec'hioù gallek[5].

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn afer gallekadur an anvioù-lec'h e brezhoneg

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]