Ar banne gwin

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar banne gwin
Jan Vermeer van Delft 018.jpg
Johannes Vermeer, 1658 - 1660
eoullivadur war lien
25,5 × 30,25 cm
Gemäldegalerie
Berlin
Alamagn

Ar banne gwin (nederlandeg : Het glas wijn) a zo un eoullivadur bet livet gant an arzour izelvroat Johannes Vermeer e-tro 1658-1660. War ziskouez emañ er Gemäldegalerie e Berlin. En daolenn e weler ur vaouez azezet hag un den ar e sav oc'h evañ ur banne gwin e diabarzh un ti. Arouezius eo an oberenn eus ar re bet savet gant arzourien skol Delft e dibenn ar bloavezhioù 1650, diwar skouer oberennoù Pieter de Hooch. Gwelout a reer div dudenn en un ti sklaer ha bras, ha resis eo munudoù arkitektouriezh an ti. Gwelout a reer ivez emañ an div dudenn e-kreiz an daolenn, ha n'eo ket er foñs.[1]


Pieter de Hooch, Ur porzh izelvroat, e-tro 1657

Diskouez tud oc'h evañ ha merc'hed oc'h evañ a zo diazezet war "Ur porzh izelvroat" gant De Hooch. Deuet eo a-benn Vermeer da bellaat diouzh patroù De Hooch koulskoude : pinvidikoc'h eo an ti ziskouez deomp, evel ma verzer pa seller ouzh an doubier, an daolenn ouzh ar voger a-dreñv an den hag an ardamez a weler er prenestr digor.[1]

Ar plac'h he banne gwin (1659–1660)

En daolenn e kaver elfennoù boutin da veur a oberenn bet savet gant Vermeer. En e daolenn Ar plac'h he banne gwin (1659–1660) e weler daou baotr, met ivez ur vaouez ouzh taol gant ur banne gwin en he dorn. Damheñvel eo ivez al leur hag ar prenestr.[2] Ar picher gwin a adkaver ivez en e daolenn "Plac'h o vorediñ" (1657).

Notennoù[kemmañ]

  1. 1,0 1,1 Wheelock, 68
  2. Vermeer: Reception and Interpretation. (Book Review) Konowitz, Ellen, Sixteenth Century Journal, levrenn 29 Autumn, 1998, p. 817–819 10.2307/2543706


Levrlennadur[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]