Ar Roue Glesker

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar briñsez e-tal ar feunteun
Goulenn a ra ar Glesker bezañ lezet da vont er C'hastell - Skeudenn evit al levr saoznek "The Frog Prince" gant Walter Crane e 1874
Ar glesker ouzh taol ar roue

Ar Roue Glesker, pe Ar roue Glesker ha Herri Houarn (Der Froschkönig oder der eiserne Heinrich en alamaneg), eo ar gontadenn gentañ a gaver e dastumad ar vreudeur Grimm. Em bannet eo bet e brezhoneg el levrig Rapunzel, embannet gant Sav-Heol e 2011.

Taolenn

[kemmañ] An istor

Ur briñsez re voumounet a deu da vout kamaradez d'ur glesker a dro e priñs yaouank koant.

E doareoù nevesañ ar gontadenn e rank ar briñsez pokat d'ar glesker evit ma troio e priñs, met e doare Grimm eo pa sko al loen gant heug ouzh ur voger eo e tro en priñs. [1] E doareoù all, ha koshoc'h, e oa trawalc'h d'ar glesker tremen an noz war plueg ar briñsez.

[kemmañ] Doare

Hervez doare-renkañ Aarne-Thompson eo ur gontadenn eus an doare 440 . En doare-se ec'h anavezer ivez The Tale of the Queen Who Sought a Drink From a Certain Well eus Bro-Skos, ha The Well of the World's End eus Bro-Saoz.[2] The Grimms themselves picked out The Well of the World's End as a variant.[3]

[kemmañ] Krizder

Taol feuls ar briñsez pa sko ar glesker ouzh ar voger zo un darvoud boutin a-walc'h da derriñ gwallplaneden ar paourkaezh priñs. E danevelloù all e kinniger troc'hañ penn al loen.[4]

[kemmañ] Filmoù

  • Der Froschkönig, film alamanek e 1954 graet gant Otto Meyer,
  • The Frog Prince e 1986 gant Jackson Hunsicker,
  • Froschkönig, e 1988 gant Walter Beck
  • Zabí král, e 1991 gant Juraj Herz.

[kemmañ] Lennegezh


[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

[kemmañ] Timbroù


[kemmañ] Notennoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all