Ar Gedour Mag

Eus Wikipedia

Ar Gedour Mag zo ul lec'hienn vrezhon gristen divyezhek, e galleg hag e brezhoneg, e-lec'h e kav an nen pennadoù diwar-benn ar feiz katolik, ar pedennoù hag an nevezenti eus an Iliz katolik e Breizh. Krouet eo bet e 2011. Meret e vez gant Eflamm Kaouissin hag al lec'hienn-mañ zo an hini ofisiel eus al laz-kanañ Gedourion ar Vintin.

Kinnig a ra un heklev hag ul liamm eus obererezh meur a gevredigezh kristen brezhonek : Emglev An Tiegezhioù, Tiegezh Santez Anna, izili zo anezho a gemer perzh enni war-eeun, evel Youenn Caouissin pe Fabrice Coupechoux...

Bremañ ez eo anvet "Ar Gedour" hepken.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]