Ar Basion Vras (Desbordes-Kervella)

Eus Wikipedia

Ar Basion Vras zo ur ganadeg savet gant Christian Desbordes ha Goulc'han Kervella, kanet gant Laz-kanañ Penn ar Bed evit eilañ ur pezh-c'hoari heñvelanvet leurennet gant Kervella ha c'hoariet gant ar strollad Ar Vro Bagan.

Enrollet eo bet ar ganadeg, hag ur bladenn-arc'hant doubl a voe moullet e 1992, embannet gant an titl gallek la Passion Celtique.

Laz-kanañ Penn ar Bed en deus kemeret perzh en un tregont arvest bennak e-kerzh festivalioù Breizh, hag e Santiago de Compostela e Galiza evit kanañ Ar Basion Vras.